E Bro Fañch / Dans le Pays Fañch
Abadenn e brezhoneg kinniget gant Goulwena an Henaff ha Thelo Mell ; renet gant Mael Gwenneg ; kenurzhiet gant Mael Kernalegenn, Sonia Zaoumi, Yowan Denez ha Ronan Hirrien ; istitlet gant Sonia Zaoumi, Céline Piel ha Ninóg Caro ; sevenet gant Avel Corre hag Emmanuel Roy.Evit kregiñ gant ar c’houlzad nevez, e kinnig deoc’h Bali Breizh dizoleiñ braventez bro Fañch ! Ur vro glaz, gouez, ha kaer-eston. Krogiñ a rimp an abadenn gentañ e Purid-Kintin gant paotred al Loc’h, Yann-Pier Deredel ha Fulub ar Gwern. Da heul e yimp betek Korle, e-lec’h ma vo kinniget deomp tonioù nevez gant ar strollad Ampouailh. An talabarder Simon Lotout a zisplego deomp gant petra eo bet awenet ar strollad evit ar bladenn « Languages ». Hag evit echuiñ e rimp anaoudegezh gant Lilou Menage er Bara-Mel, ur c’hafe-ispisiri staliet e Mael-Pestivien. Un heuliad nevez a vo kinniget deoc’h, anvet « Marvailhoù mor an Hirwazh ». Gant Yann-Ildut Galliou ez aimp da zizoloiñ braventezh foñs mor an Hirwazh.Magazine en langue bretonne présenté par Goulwena an Henaff et Thelo Mell ; dirigé par Mael Gwenneg ; coordonné par Mael Kernalegenn, Sonia Zaoumi, Yowan Denez et Ronan Hirrien, sous-titré par Sonia Zaoumi, Céline Piel et Ninóg Caro ; réalisé par Avel Corre et Emmanuel Roy. Pour démarrer cette nouvelle saison, Bali Breizh vous emmène découvrir la beauté du pays Fañch ! Une région boisée, rugueuse et saisissante. La première émission débutera à Peumeurit-Quintin avec les « gars du Loc’h », Yann-Pier Deredel et Fulub ar Gwern. Ensuite, direction Corlay, où le groupe Ampouailh jouera deux nouveaux morceaux. Le sonneur de bombarde Simon Lotout expliquera les inspirations derrière le nouveau disque « Languages ». Et enfin, nous terminerons au café-épicerie « Bara-Mel », à Maël-Pestivien, en compagnie de Lilou Ménage. Nous vous proposerons de découvrir les fonds marins de la mer d’Iroise grâce à une nouvelle série réalisée par Yann-Ildut Galliou « Marvailhoù mor an Hirwazh ».